AccueilMes livresAjouter des livres
Découvrir
LivresAuteursLecteursCritiquesCitationsListesQuizGroupesQuestionsPrix BabelioRencontresLe Carnet
EAN : 9782367580227
156 pages
Skol Vreizh (20/01/2014)
3/5   1 notes
Résumé :
Un dastumad danevelloù dic'hortoz diwar benn ar vuhez hag ar marv, ar yaouankiz hag ar gozhni, ar c'hrouiñ hag ar garantez.
Tudennoù faltazi, kaset degaset gant frommoù gwir, gwallgaset gant froudennoù o flanedenn, ha red an Istor.
Kriz a-wechoù, fromus bepred, fentus alies, istorioù sederaus a ginnig Annie Coz en he oberenn gantañ.
Acheter ce livre sur
Fnac
Amazon
Decitre
Cultura
Rakuten
Que lire après Bili er MorVoir plus
Critiques, Analyses et Avis (1) Ajouter une critique
Un dastumad danevelloù eo al levr-se. En o zouesk an div zanevell em eus karet ar muiañ a zo :
– ar gloued :
Kontet e vez istor ur plac'h yaouank da vare hanter kentañ an ugentved kantved desavet war ar maez.Bevañ a ra gant he mamm en un atant bihan, he zad a zo ul labourer dre zevezh ha ne c'hounez ket kalz arc'hant. Klask a ra labour amañ hag ahont : adsevel un ti e Brest, dastum beterabez war-zu ar Somme. Ouzhpenn-se lonket e vez gantañ ur bern eus an arc'hant gounezet en ostalerioù da evañ banneoù. Ha feuls e vez gant e wreg. Teir c'hoar ha daou vreur he deus ar plac'h (unan eus he c'hoar a zo marvet hag a chom hini muiañ karet he mamm, evel e c'hoarvezh alies gant envorioù a re marvet)
Ur vuhez drist ha kalet spontus a zo ganti :
Pa vez he breudeur ha c'hoarezed en o skol lojañ, e chom anezhi he unan gant nebeut a evezh diouzh he mamm hag he zad.
Gouelañ a ra e-pad an deiz, hep den ebet d'he frealziñ. Aon he deus d'en em gousket en he gwele, ha meur a gwallhuñvre a zeu d'he dihuniñ. Ha n'eus den ebet d'he selaou. Den ebet d'he c'harout hervez he soñj hag divizet eo ganti en em lazhañ. met diskoachet eo he mennad ha pa vez tapet gant he mamm e vez kastizet daoust m-a z'eo ur pec'hed en em lazhañ
– kanerez Sant Trevel :
Liammet eo an istor-se gant mojenn Konomor ha Santez Trifina. Istor Ronan, mab ur moraer hag ur vusianez aet da get en un doare kevrinus. Erruet d'an oad gour e ra Ronan, anaoudegezh gant Marianna ur ganerez. Kouezhañ a raint e karantez, met dont a raio sot gant ar warizi pa vo dizoloet gantañ e anavez e dad Marianna. Ur mallozh klasel a-walc'h nevesaeet amañ gant donezon.

Ul levr plijus, gant meur a danevelloù dedennus pe fromus. (levezonet a-wechoù gant spered ar vigoutaerien)
Plijet e oan bet da lenn ur yezh gant ur gevreadurezh ken pinvidik, tost a-walc'h ouzh ar yezh komzet.
implijet e vez ar verb gouzout evel ur verb skoazell :(da skouer p 130 : setu e ouzomp mont da c'hortoz ar c'harr boutin (= gortoz a reomp ar c'harr boutin )
Commenter  J’apprécie          40

Citations et extraits (1) Ajouter une citation
-- Mamm, sellit, an aotroù n'en deus penn ebet.
-- Geo Kaourantin, unan en deus, sell : en e zaouarn emañ
-- Met perak mamm ?
-- D'e benn da ziskuizhañ ! Met na rez ket biloù ma mabig, pa vo deuet an amzer e lako anezhi en-dro en e blas, n'eus nemet gortoz
Commenter  J’apprécie          30

autres livres classés : breizhVoir plus
Acheter ce livre sur
Fnac
Amazon
Decitre
Cultura
Rakuten

Lecteurs (3) Voir plus



Quiz Voir plus

Contrefaçon de titres

Roman de Yasmina Khadra

Ce que le jour doit à la nuit
Ce que la nuit doit au jour

15 questions
4 lecteurs ont répondu
Thèmes : roman , films , titres , originauxCréer un quiz sur ce livre

{* *}